Skritur logo
Articles

Amzerioù skrivañ

An orinoù


Ogam
An Ogam, o tont eus an anv Ogmios, doue kelt ar skrivañ a zo ar c’hentañ stumm skritur anavezet e Iwerzhon, Alba, Kernev ha Kembre, deuet war wel er IVre kantved. Ar skritur ogamek a zo diazezet war urzhiañ soniadoù elfennoù heglev al lavar distaget (vogalennoù pe konsonennoù). Ar reizhiad skritur-se a ya un hollad engravennoù d’ober anezhañ, arouezioù engravet war ur maen-sonn, beskellek pe a-serzh ouzh un ahel a-blom lakaet war wel dre ur c’her eus ar maen-sonn. Eus an traoñ d’al laez eo e vez lennet.
Fotoioù : Oratouer Gallarus (VIII ved k.) ha maen ogamek. Co Kerry ; Bro Iwerzhon.



Landevenneg
Er Vvet kantved eo bet avielet Iwerzhon, ha bep un tammig, degemeret al latin ganti. An enez a zeu da vezañ ur bed stank ennañ ar skrivourien o skrivañ an hanter-onsial roman degaset eus an douar bras gant Padraig, sant Badrig. Stank eo ar venec’h iwerzhonat ha breizhat o vont da gristenaat Bro Skos, Bro Saoz hag an Arvorig. Sevel a ra sant Kolomban manati Iona (un enezenn e Kôrnog Bro Skos), Aidan hini Lindisfarne (enezenn e biz Bro Saoz), hag evit Ronan, e sav e vinic’hi e Koad an Neved e Lokorn ha Gwennole, abati Landevenneg (en Arvorig).



Gallmau
Ar maen-sonn e antre Bered ar Sent e Lanriware (Bro Leon) eus an VIIIvet kanved a ro testeni eus an darempred etre Iwerzhon hag an Douar Bras, evit gwir e c’heller lenn warnañ an enskrivadur e onsialoù iwerzhonat : “gallmau” (servijer an estren).



Durrow, Lindisfarne & Kells
Etre ar VIIvet hag an IXvet kantved, n’eo ket awalc’h da skrivourien Iwerzhon eilskrivañ gant an onsial roman, krouiñ a reont o skritur dezho o-unan, an hanter-onsial iwerzhonat oc’h en frammañ ouzh al lizherenneg latin, levezonioù an arz pagan kelt hag angl-ha-saoz. E-mesk kaerañ dornskridoù deuet betek-ennomp, e kaver Book of Durrow (664 -700), Book of Lindisfarne (700), Book of Kells (Iona ha Kells 800).



Ar brezhoneg skrivet abaoe an VIIIvet kantved
Gwennole Ar Menn : «Skrivet eo bet ar brezhoneg araok donedigezh ar moulerezh, rak koshañ dornskrid anavezet a zo eus dibenn an VIIIvet kantved, koshoc’h eta evit koshañ skrid gallek. Ur pleustrad medisinerezh eo a gaver ennañ latin ha brezhoneg mesk ha mesk.»
* Dornskrid Leyde. Universiteitbibliotheek, Leiden (Izel Vroioù).



Landevenneg ha Redon, kavelloù ar skritur e Breizh
An dornskridoù ; IXvet – XIvet kantved. «Obererezh skrivourien Vreizh a voe a-bouez en Uhelgrennamzer. Kavout a reer tost da gant dornskrid etre IXvet hag an XIvet kantved, en o zouez, Harkness Gospels, levr an Aviel adskrivet e abati Landevenneg etre 850 ha 900 ha miret e New York Public Library (Stadoù Unanet). An diellevrioù, dastumadegoù a zo un doare dornskrid disheñvel, re abatioù Redon ha Landevenneg, eus an XIvet kantved a zo anezho oberennoù a-bouez evit anaoudegezh istor Breizh.»



Donedigezh ar moulerezh
«Ar moulerezh a zeu war wel e Paris e 1470 hag e Breizh* e 1484. Er bloavezh 1485 e ya teir stal-labour en-dro, en o zouez unan eus ur gêr a Vreizh-Izel, Landreger e-lec’h ma vo embannet gant Jehan Calvez ar c’hentañ skrid brezhonek. Ar c’h/Catholicon (1499) an hini eo geriadur teiryezhek, brezhoneg, galleg, latin, savet evit ar studierien gant Jehan Lagadec.»
*e Brec’han, e voul Robin Foucquet ha Jehan Crès al levr kentañ “Le Trépassement de Nostre Dame”.



Mouladurioù Breizh araok an Dispac’h Bras
«War gresk e ya niver ar stalioù-labour. Degouezhout a ra ar moulerezh e Breizh Izel, e Brest (1681), e Porzh-Loeiz (1694) hag e Landreger (1677). Tro ar bloavezh 1700, e kaver 44 mouler war o anv e Breizh, un dousennad anezho e Breizh Izel. Kresk niver ar moulerezhioù hag ar mouladurioù a zegas nec’hamant d’ar galloud roueel a zo war koll e veli. Gantañ e vo kennet niver ar moulerezhioù dre divizoù ar C’huzul Stad. Kentañ hini anezho e 1704 a gaso niver voulerien eus 44 da 17!»



Pour aller plus loin

• Gwennole Ar Menn, Le livre en langue bretonne, in Trésors des bibliothèques de Bretagne, 1989
• Gwennole Ar Menn, L’imprimerie-librairie Blot à Quimper en 1777, in Mémoires de Bretagne, 1985
• Gwennole Ar Menn, Les catalogues des libraires bretons de 1695 à 1746, in Mémoires de Bretagne, 1985