Skritur logo
Articles

Ganet eo Kornog!

Ganet eo Kornog!



KORNOG a zo anv ar gelaouenn skeudennaouet arzoù Breizh, a zo bet savet gant ar strollad Ar Seizh Breur, hag embannet etre an dilost-hañv 1928 ha hañv 1930. Jorj Robin (1904-1928) a oa ar buhezer, ha goude René-Yves Kreston (1898-1964). Ar gelaouenn skeudennaouet brav gant engravadurioù-koad ha luc’hskeudennoù a zo deuet da vezañ ar framm skignañ ha preder arzourien ar strollad, krouet d’ur mare brud ar vodernelezh e Europa a-bezh. E korf daou vloaz, KORNOG a ginnige meur a bennad-skrid diwar-benn a-bep seurt danvez. Paouezet embann ar gelaouenn e fin 1930 evit adc’henel e 1932 dindan an titl KELTIA, bet embannet gant sikour ar gelaouenn lennegel “Gwalarn” evit un niverenn nemetken.



Goloioù ar gelaouenn


Manifesto Kornog
Embannet e Feiz ha Breiz, niv. 25, Miz Gwengolo 1928, p. 228–229
Tennet eus : 1918–1945 BRETAGNE. — Modernité & Régionalisme. Pierre Mardaga éditeur, 1986


GANET EO KORNOG! KORNOG ! Arm nevez ha goveliet mat : “AR SEIZ BREUR”, ha mistri al lennegezh hag an arzoù breizhat a plijo d’an holl hag a raio berzh, evit servij preder yaouank breizhat. Goude ur prantad a bloavezhioù a zifraosterezh hir ha diaes, goude stourmoù start, AR SEIZ BREUR, evit ledanañ e vruderezh evit adganidigezh hon arz broadel, a grou hiriv ar gelaouenn-mañ hirc’hortozet e bed arzel hor bro. Petra a fell da GORNOG ober ? Adsevel e Breizh un oaled arzel, ken kreñv, ken bev, ken “E-Unan” hag hini a gemere perzh evit sevel penn-oberennoù a zo un tamm peplec’h war hon tachennad : ilizoù, ostelloù, kalvarioù, chapelioù e kerioù ha war ar maez. C’hoant ‘n eus KORNOG adreiñ da Vreizh fun dibab a livourien, a gizellerien, a ginklourien, a disavourien, a benerien skeudennoù, a sonerien, a artizaned, re a vank dezhi abaoe daou c’hant bloaz, hag e oa e vrasted gwechall. C’hoant en deus KORNOG en ur vrudañ anezho, o wareziñ anezho, adsevel buhez an arz koueriad, an arz poblek, diazezoù pep arz broadel. C’hoant ‘n eus KORNOG lakaat an arzourien yaouank breizhat e-barzh luskad an eskemmoù menozioù etrevroadel en ur zistrujañ ar voger a stank ar sell war maez a zo anvet Pariz hag al levezon spered, hag lakaat anezho da anavezout arz ar pobloù all hep tremen dre sil dousaet Pariz. KORNOG a zo e bal, diskuliañ d'an dud arz Breizh da zont, her reiñ da gompren, da garout ha da souten. Modern rik e vo ijin-krouiñ KORNOG rak, ''marv eo kement arz ha na grou ket mui !''. KORNOG a raio da arzourien yaouank ha muzisianed Breizh, dizoleiñ hêrezh arzoù kozh a Iwerzhon hag a Vreizh. Bez e vo al liamm etre ar Gelted. KORNOG a zegemer ha degas ar varnadenn da gement eneber a zo, ha niverus e vint. N’eo ket KORNOG emsaver a strollad-mañ strollad, na kennebeut all ur sektenn. Frank eo KORNOG, digabestr evel avel vras ar C’hornog, evel e varnadenn, hag e vrutelladenn. KORNOG a lavaro ar pezh a soñj dezhañ. Breizh a zo o tihuniñ. Ar“Vamm-gozh” gant e chañsonioù a glemmicherezh, oc’h embann ar marv abaoe pell, a zo oc’h aadon d’ar vuhez. Ar vuhez-se a vo bevet e meur a-zoare, ha c’hoant en deus KORNOG da roiñ dezhi ar brasañ plijadur kinklañ gant murlivadurioù bras, tonioù fresk ganto ha joayus yaouank, e demeurañs nevez.


Taolennoù ar pemp kelaouenn embannet etre 1928 ha 1930
 Dastumadeg/levraoueg Fañch an Henaff


KORNOG, niv. 1, bloaevezh kentañ 1928
• War-du un arz broadel modern. René-Yves Creston
• Oberennoù arz breizhek. (luc’hskeudennoù)
• An dantelezioù slovat. Jurj Komatar
• Skouer ar “Pemp” rusian. Paul Ladmirault
• Koufroù Mirdi Breizhat Kemper. Guy ar Floc’h
• Gwalarn : ar gelaouenn vrezhonek nevez. Roparz Hemon
• Buhez an arz hag ar sonerezh e Breizh hag en estrenvro. Maurice Facy


KORNOG, niv. 2-3, C’hwevrer 1929
• Jorj Robin (1904 – 1928)
• An arz relijiel e Breizh. Jorj Robin
• Stalier breizhek an arz kristen. James Bouillé
• Mennozhioù diwarbenn an tisaverezh breizhek modern René-Yves Kreston, Morvan Marchal, André Batillat, James Bouillé
• Prederioù diwarbenn al lennegezh. Roparz Hemon
• Strafuilh ar sonerezh a vremañ. Swan Hennessy
• Ar c’hiz vroadel. Suzanne Kreston
• Enklask Kornog


KORNOG, niv. 4, 2e bloavezh. (1929)
• Armel Beaufils. Maurice Facy
• Al levr skeudennaouet hag an arz grafek modern e Breizh. René-Yves Kreston
• Unvaniez ar Seiz Breur
• Buhez an arz hag ar sonerezh


Divpajennoù an niverenn 4



KORNOG, niv. 5, 3e bloavezh. Goañv 1930. (1929)
• Arz ha liderezh
• Strollad An Troellenn. James Bouillé
• Diskouezadeg an arz breizhat modern e Douarnenez. A. Botmeur
• Diskouezadeg an arz relijiel e Mirdi Galliera. Guinard
• Buhez an arz hag ar sonerezh


KORNOG, niv. 6-7. Nevez-amzer/Hañv 1930
• Dec’h. Olivier Pesce
• Hiriv. Olier Mordrel
• Al levrioù. Olier Mordrel
• Un toullad savboentoù diwar-benn Kornog
• Respontoù da enklask Kornog
• Geriadur galleg-brezhoneg evit an arzoù