Un den a arouezennoù
Gant Armel Morgant (1950). Kazetenner, skrivagner, ispisialour ar sevenadurioù hag ar glad e Breizh, kenlabourer ar gelaouenn ArMen ha Les Cahiers de l’Iroise. Sinet gantañ meur a levr brav talvoudus. Arroud diwar al levr: ‘Toulhoat – L’œuvre de métal’, éditions Locus-Solus, 2018.

Un dra a-bouez bras eo an destenn evit Toulhoat. Trawalc’h e vo evit bezañ kendrec’het, lenn ar pezh a zo merket war e vannieloù, e wer-livet ha war e bezhioù metal evit meizañ e breder da ebarzhañ an testennoù er grouidigezh.

Banniel Sant Korantin (tu fas), 1953.
Stal-labour Le Minor, Pont ’n Abad, broderez: Thérèse Narzul. Parrez Lokorn.

Banniel Sant Ronan (tu fas), 2007.
Stal-labour Le Minor, Pont ’n Abad, broder: Jean-Michel Perennec. Parrez Lokorn.
Peurvuiañ, n’eo nemet ur frazenn pe ziv, o kinnig rannbennadoù berr, ar medalennoù o vezañ un nemedenn: «an holl oberennoù-se, savet e Breizh hag evit hor c’henvroiz a zo stummoù kozh gant al lizherennoù o tont eus an onkial pe eus al Libra, o vezañ ma vez sellet, homañ-diwezhañ evel unan breizhek. An arouezennoù ma ra ganto, a ziskouez pegen aketus e oa o personelaat e oberennoù, kement hag e vodoù kehentiñ, oc’h implijoutlizherennoù treset gant e zorn. Testenn hag arouezennoù a zo anezho, penn da benn, tammoù eus e oberenn: «Ar vedalenn da skouer, a c’houlenn ur graferezh strizh, lakaet war wel (ma c’heller lavaret).» Bez e c’heller eveljust tremen hep testenn abalamour d’an eztaol e-unan, hogen an ezhomm a c’houlenn splannder », a skriv-eñ e 1996 da Fañch an Henaff.

Dornell al leti Gradlon, straed Brest e Kemper
Hervez doare eo en Arzoù-kinklañ, en deus Pêr Toulhoat prenet skiant al lizherennañ, en deus pelloc’h graet e vad deusoutañ. C’hoar vezet eo bet gantañ en derou, ober gant ar font, graet “Libra” anezhañ, deuet eus an Izelvroioù, anvet “keltiek” hag ez eo da skouer an hini a gaver war ar skritell savet da gemenn Gouelioù ar Bleun-Brug e Lokronan e 1949. Gwir eo, d’ar mare-se, e veze graet mui pe vui gant al Libra evit ar pezh a selle ouzh an arz breizhek.

Skritell gouel ar Bleun-Brug e Lokronan, 1949. Offset, 50 x 70 cm. Coll. Skritellaoueg Breizh.
Padal, evit ur skritell o kemenn un diskouezadeg e Mirdi an arzoù-kaer e Kemper, e tibabo pennlizherennoù roman. Hogen, buan ha buan e krouo arouezennoù savet diouzh e faltazi hag ezhommoù ar grouidigezh grafek. Bez ’c’heller komzh eus arouezennoù Toulhoat hep sellet deusouto evel ul lizherenneg, abalamour n’en deus biskoazh c’hoantaet mont gant ul labour stabilaat.

Plaken straed evit kêr Gemper, straed an Dudjentil, kinklerezh staenus war feilhañserezh, 1959
Arz-lizherennañ Toulhoat a zo diazezet war ar bennlizherenn roman ha deusouti e teue hol lizherenneg a-vremañ, o hironaat arouezennoù keltiek evel m’o c’haver en Iwerzhon da skouer e levr Kells. War gemm emañ bepred al lizherennaouiñ, oc’h azasaat e lec’h m’en dispak an destenn. Krediñ a reer a-wechoù en em gaver gant labour un eilskriver, prederiet gant gorread ar bajenn, o c’hoari dibar, ha dre ezhomm gant div pe deir lizherenn.

Kartenn bruderezh pevaryezhek evit bavigoù Toulhoat. Kartenn 10 x 20 cm
Ha dre zegouezh ’vefe? E oberenn ziwezhann, ar blakenn deuzet da eñvor Pêr Jakez Helias, a laka anatoc’h labour lizherenneg Toulhoat. Reiñ a ra an tu da adstummañ ul lizherenneg, na fazi dezhi nemet al lizherenn x; Netra reishoc’h dre ma ’z eo dediet d’ur skrivagner puilh e oberenn, ma teu wa wel e zremm e-touez ur pemzek bennak a didloù?

Abaoe 2017 e c’heller sellout ar blakenn-enoriñ da Bêr Jakez Helias e tal kichenn ramparzhioù Kemper war bord stêr Oded (hag e Skol Pêr Jakez Helias e Pouldreuzig). Teuzet eo bet an div skouerenn ar blakenn-mañ en arem ti Cornille Harvard e Villedieu-les-poêles (50), ul lec’h hollvrudet evit an arzh teuziñ.
Ma ne c’heller ket ober anv eus ur font ”Toulhoat“, rak ur font a zo gantañ un termenadur strizh ha splann, daoust da se, en deus gouezet Toulhoat en e gest a gened, svel un aridennad arouezennoù ganto ur plas dibar en e oberennoù grafek.
Armel Morgant
Fotoioù tennet gant: ©Jean-Michel Roignant, ©Fañch Le Henaff.
Buhezskrid
Ganet eo bet Pêr Toulhoat e Kerfeunteun, d’an deiz kentañ a viz gwengolo 1923. 1947-1951, ez a da studiañ ar c’hizelladur e skol-Uhel an Arzoù-kinklañ e Pariz. Adalek 1947 e Kemper, oberiañ a raio evit feilhañserezh Keraluc, ha war dachenn an arzoù-gwiad uhe, o tresañ mouchoueroù-gouzoug ha raktresoù broderezh evit Ti Le Minor e Pont ’n Abat. Evit ar stal-labour Le Bihan-Saluden e Kemper en deus labouret uhe, oc’h ijinañ forzh a wer-livet adalek 1946. Krouidigezh e vravigoù kentañ evit Kelt e 1948, ha da c’houde e sav e verk dezhañ e-unan gant e wreg er bloavezh 1956, o kinnig pezhioù orfeberezh ’’Toulhoat’’. René Le Bihan, bet mirdiour Mirdi an arzoù-kaer e Brest, a soñj dezhañ, e talc’he Pêr Toulhoat, evit eil lodenn an XXvet kantved, ar plas ken c’hoantaet a oa hini Mathurin Méheut e lodenn gentañ ar c’hantved. Marvet e Kemper, e 2014.
• Pajennad Wikipédia kouestlet da Bêr Toulhoat
• Lec’hienn: Bravigoù Toulhoat